Degemer al lec’hienn > Degemer strolladoù > Bod ha boued
A-hed ar bloaz eo digor Ti ar C’hoadoù. Gallout a reer lojañ betek 70 den, pa vije feurmet an ti deoc’h, pa vijec’h hanter-vevet ganeomp, pe c’hoazh en pañsion glok. Touristed (VTT, bale-bro...), familhoù (eured, badeziant...), embregerezhioù ha kevredigezhioù (bodad bras, stummadur)... Posubl eo ivez d’hon skipailh animatourien kinnig deoc’h abadennoù diwar-benn an natur.
Evit ar strolladoù bugale (ACM):
Pellgargit amañ hon flaketenn (en galleg) graet ekspres-kaer evidoc’h. Enni e kavfet un tamm kinnig deus ar greizenn asambles gant skouerioù abadennoù buheziñ a c’hellomp kinnig d’ar vugale, war un devezh pe un hanter, hervez ho c’hoant: deus ar greun d’ar bara, war roudoù al loened, dizoleiñ ar c’hoadeier... Pep tra a c’hell bezañ kinniget en brezhoneg.
Bod ha boued - strolladoù tud vras:
Evit gwelet fotoioù, klikit amañ!
Da welet, d’ober:
- Klikit amañ da welet an troioù, war droad pe war VTT, a c’heller ober en-dro d’ar greizenn.
- Klikit amañ da c’houzout pezh zo d’ober ha da welet ’barzh ar vro.
Deut en darempred ganeomp evit goût tra pe dra ouzhpenn!