Degemer Strolladoù

Kreizenn degemer evit lojañ betek 70 den.

A-hed ar bloaz eo digor Ti ar C’hoadoù. Gallout a reer lojañ betek 70 den, pa vije feurmet an ti deoc’h, pa vijec’h hanter-vevet ganeomp, pe c’hoazh en pañsion glok. Touristed (VTT, bale-bro…), familhoù (eured, badeziant…), embregerezhioù ha kevredigezhioù (bodad bras, stummadur)… Posubl eo ivez d’hon skipailh animatourien kinnig deoc’h abadennoù diwar-benn an natur.
 
En kreisteiz-tout Bro-Dreger, kazimant b’ar C’hreiz-Breizh, e kaver bourg Ar Chapel-Nevez, kollet koulz lavaret en ur vro naturel dibar. Tro-war-dro: koadeier (Koad ar Markiz, Koad an noz), rinieroù (deus mamenn ar ster Aon, unan deus sterioù hirañ Breizh, betek al Leger, tapet ganti al label “ster gouez”), stankoù, kleuñvioù, girzhier ha menezioù (reoù uhelañ ar vro, Ar Pave ha Menez Keresperz)… Ur baradoz evit an dud a blij an natur dezhe!

Evit ar strolladoù bugale (ACM)

Aozañ kampoù vakañsoù e Ti ar C’hoadoù, da zizoloiñ pinvidigezh ar vro, gant ho skipailh buheziñ, pe gant prantadoù graet gant hon skipailh buhezourien natur.

Er greizenn, dre an henchoù-treuz, er c’hoadoù, kavet e vo ganeoc’h ur vro dibar da vont da bourmen, da zizoloiñ pe da weladeniñ.
Peadra da c’hoari en ti hag er maez.

Ti ar C’hoadoù a zo ur greiznn degemer gant aotre an SDJES ( ex-DDCS) da zegemer bugale ha krenaarded noz ha deiz.

Kevredigezhioù

En ur vale, war marc’h , pe marc’h -houarn, evit un emvod, ur stummadur, ur raktress, degemeret e vefoc’h e Ti ar C’hoadoù gant ho kevredigezh.

Den prevez

A-wechoù e blij deomp lidañ traoù izpisial a c’hoarvezh er vuhez : euredi, deiz-ha-bloaz, gwelet ar c’hendirvi… Evit en -ober, ul lec’h ‘zo ezhomm da lakkat an holl da zrebiñ ha da gousket !
Hervezh ho raktress, e c’hell Ti ar C’hoadoù degemer ac’hanoc’h en Ti kousket, er sal-debriñ, pe er salioù.
Kemer amzer da vevañ asambles en un endro leun a gwez !