Ti ar C’hoadoù, er Chapel-Nevez (Aodoù-an-Arvor), a zo ur greizenn lojañ strolladoù ha buheziñ en-dro d’an natur, d’ar glad ha sevenadur Breizh. Ar greizenn, tapet ganti al label “Ti Natur Departamant” e-keñver he labour war tachennoù ar bedagogiezh, an douristelezh, ar sevenadur hag an ekologiezh, zo aotreet gant an Deskadurezh-Stad hag ar SDJES (Services Départementaux à la Jeunesse, à l’Engagement
et au Sport)
E 1984 oa bet krouet Ti ar C’hoadoù gant ti-kêr ar Chapel-Nevez, a-raok lakaat ur gevredigezh e-penn an traoù e penn-kentañ ar bloavezhioù 2003. E tro ar bloavezhioù 2010 oa bet adnevesaet penn-da-benn savadur ar c’hambreier gant teknikoù o toujañ deus an endro. 70 plas zo bremañ evit degemer ar strolladoù bugale pe an
dud-vras!
- C’hoadoù hirie an deiz: klasoù-natur evit ar skolidi, deus ar re vihanañ d’ar grennarded.
- kampoù vakañsoù evit ar vugale da dizoleiñ an endro dre an dudi.
- Baleadennoù-natur evit an holl, a-hed ar bloaz, war ar plant hag al loened gouez en-dro deomp.
- Stajoù teknikel evit an holl, war un devezh pe meur a hini, evit deskiñ penaos kempenn e werje, e liorzh, e c’hleuñioù, e c’hirzhier… gant doareoù ekolojik
- strolladoù degemeret, bod ha boued, evit degouezhadennoù familh, labour, kevredigezh…
- animasionoù da geñver abadennoù en-dro d’an natur (festoù, saloñsoù…)
- raktresoù a-bep seurt: kartennoù troioù-bale, diskouezhadegoù, oustilhoù pedagogel…
Ha tout an traoù-se en galleg koulz hag en brezhoneg!