Evit ar Skolioù, skolajoù, liseoù
aotreet gant an Deskadurezh-Stad hag ar SDJES, degemer a reomp klasoù-natur evit ar skolidi, deus ar re vihanañ d’ar grennarded.
A-hed ar bloaz, evit meur a devezhioù, o kousket war blas (adalek 2 devezh), evit un devezh, pe un hanter-devezh.
Ar prantadoù buheziñ a zo savet stag ouzh ho palioù pedagogel.
Chomadenn
Temoù chomadennoù a zo savet diwar pevar tem bras, a zo a-hed ar bloaz, ha daou tem liammet gant ar c’houlzioù-amzer.
Setu amañ dindan is-temoù pe obererezhioù resis evit pep tem bras kinniget ganeomp. Furchit e-barzh ar skouerioù impli-amzer da gavout ar pezh a blijfe deoc’h ober, da c’houde e c’hellfet sevel ho implij-amzer gant un animatour deus hon skipailh hervez ho raktres pedagogel.
Koad ha garzhaoueg
Loened ar c'hoad : merkoù ha roudoù
Chadennoù-boued
Anavezout ar plant, ar gwez
Rol ar c'harzaoueg
Dizoloiñ ar c'hoad dre e bemp skiant
Loened bihan an douar: an divelkeineged
Laboused ar c'harzhaoueg : sell a dost gant jumelloù, anavezout ha degemer anezo
Diorren padus
An eko-keodederezh
Buhez an dilerc'hioù : dispartiañ - ad-implij
Al liorzh ekologel: hadañ, tañva...
Kelc'hiad an danvezioù organek
An nerzh da adnevez hag espern nerzh
Ekosistemoù
Kontadennoù ha natur
Dizoloiñ bed kontadennoù ha faltazi, er c'hoad
Studiañ struktur ar c'hontadennoù
Ar c'hoad dre ar 5 skiant
Kontadennoù e korn an oaled, tro dro d'ur c'hastell, e kreiz ar c'hoad...
War roudoù ar gorriganed er
c'harzhaoueg
C'hoarioù paotr saout
Glad ha sevenadur
Ar glad savadurioù : kastell, bourk, iliz ...
Ar c'hoad : glad naturel, micherioù kozh ar c'hoad, mererezh ar c'hoad
Ar c'harzaoueg e Breizh : istor, doare mont en dro, ha da betra servij
C'hoarioù hengounel
Gweladenniñ ar botaouer-koad - an ti baraer...
Sevenadur Breizh: yezhoù, muzik ha dañs
...
Frouezh an diskar-amzer
Découverte du verger, de la vie de l’arbre et de la formation des fruits
Ramassage, nettoyage et pressage de pommes pour faire du jus
Recherche des fruits comestibles en forêt pour les cuisiner
Fabrication de pain aux fruits d’automne dans un four à bois
Des feuilles qui tombent et d’autres restent vertes... Pourquoi ?
Natur e-pad ar goañv
L’hiver dans le cycle des saisons
Les arbres persistants et les caduques
Silhouettes et écorces des arbres
Le cycle de l’eau, le rôle du talus, le "bois-énergie"
Ornithologie : la nourriture de l'hiver et observation des oiseaux
Animaux : hibernation, migration et stratégies d’adaptations
War Blas
ur savadur da lojañ ar strolladoù, 70 plas ennañ, 62 dioute evit ar skolidi (30 plas evit ar re-vihan dindan 6 bloaz – aotret gant ar PMI)
Predoù fardet war blas gant produioù bevoniel hag eus ar vro ar muiañ possub.
an “ti-koad”: burevioù, salioù labour ha klass
Levrioù ha c’hoarioù.
Ur siminal evit kontañ istorioù ha mojennoù
Devezh buheziñ
E Ti ar C’hoadoù e tegemer ivez ar c’hlasadoù evit un devezh pe un hanter hini, war un tem natur dibabet ganeoc’h, pe da geñver hon kinnig war ar pevar c’houlz-bloaz. Evit debriñ da greisteiz e c’hellit choazh kas ur pik-nik pe goulenn ur pred tomm diganeomp, a vo fardet gant keginer-ez ar greizenn.
Ar pevar koulz-Amzer
Sellet, klask kompren, en em soñjal, arnodiñ.
Cheñchamantoù e-leizh ’vez ’barzh an natur hed-a-hed ar bloavezh ! Deuit da welet ’anomp gant ho klasad, un devezh bep koulz-bloaz, da welet pegen souezhus int. Un digarez ivez da lakaat ar gaoz war an endro: dizoloiñ evit doujañ gwelloc’h.
Dont evit un devezh
Fellout a ra deoc’h kas ho klasad war an dachenn, er-maez deus ar skol?
Deuit d’hon heul er c’hoadeier, dre an hentoù-don, el liorzh pedagogel pe ’barzh salioù hon ti-koad da deskiñ hiroc’h war buhez ar gwez, breinadurezh ar plant, trouzioù al laboused, boazioù al loened-gouez, annezidi ar poulloù-dour pe c’hoazh pouez mab-den war an natur…
Evit dibab e-mesk an traoù a ginnigomp, kit d’ober un tamm tro war bajenn an temoù. Ma peus ur soñj dija, pe ur raktres war un danvez resis liammet gant al labour kaset ganeoc’h er c’hlas, deuit e darempred ganeomp evit sevel ur programm asambles gant un animatour deus hon skipailh.
Ur buhezhour er skol
Plijout a rafe deoc’h renkañ un abadenn diwar-benn an natur pe an endro evit ho klasad? Buhezourien Ti ar C’hoadoù a c’hell dont betek ho skol etre miz Here ha miz Meurzh.
Evit un hanter-devezh pe meur a hini war ur prantad e c’hellomp kinnig abadennoù en ho skol.
Gallout a reomp ivez en em gavout ganeoc’h en ur c’hoad da ginnig an temoù-se pe hini al loened gouez, ar micherioù kozh… Er c’hoadoù en-dro da Venac’h ha Gwengamp omp kustum da vont: Koad ar Markiz, Koad an Noz pe Koad Meur Avaugour.