Degemer al lec’hienn > Kampoù vakañsoù > Marmouzien Koad ar C’hastel Du - Robin des bois à Castel Du

Marmouzien Koad ar C’hastel Du - Robin des bois à Castel Du


8 - 12 vloaz, deus an 11 betek ar 17 a viz Gouere 2021

 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !


Roudoù kamp Kastell Du, eus mare an Henamzer, a oa bet lakaet war roll ar monumantoù istorel e 1957. Ar gwez eno o deus tennet gounid eus ar statudse evit kreskiñ ha kreñvaat. Kozh ha meurdezus int bremañ ha laouen e vint da zegemer ho nerzhioù yaouank e-kreiz o brankoù. An troellblantennoù outo a roio harp deoc’h evit pignat uheloc’h. Kaer abominabl eo ar vro pa seller outi eus kribenn ur wezenn. Kazi bemdez ho po tro da grapat er gwez, en ur zoujañ outo, gant sikour buhezourien entanet l’Arbre à lutik, ur gevredigezh kraperien gwez, a-raok diskenn en desach ! Sport ha vakañsoù war un dro, gant predoù lipous ha beilhadegoù. Startijenn a zo ganeoc’h ? Bec’h deï neuze !

30 plas -310 €

Dizoloiñ bed ar gwez ha deskiñ doujañ oute dre ar sport hag ar blijadur!

Evit enskrivañ ur bugel eo aes-tre: pellgargit :
- ar fichenn enskrivañ
- ar fichenn yec’hed
- aotre ar gerent

Ha kasit anezhe deomp gant ur chekenn arrez a 100 € da

Ti ar C’hoadoù
5 Hent an dachenn sport
22160 La Chapelle-Neuve