Degemer al lec’hienn > Kampoù vakañsoù > Kaïak e Bro-Dreger - A nous la rivière !

Kaïak e Bro-Dreger - A nous la rivière !


8 - 12 vloaz, deus an 18 betek ar 24 a viz Gouere 2021

 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Mond a rimp war ar stêr Yeodi, da zeskiñ mestroniañ ar c’hanoe hag ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war an dour e c’hellimp mont da c’hoari ha da bourmen a-hed ribloù ar Yeodi, da anavezout gwelloc’h glad hag istor ar vro, pe en-dro d’ar C’hastell Du, ul lec’h deus an Henamzer, er c’hoadoù. E-pad ur sizhunvezh e kouskimp e-barzh teltennoù hag e fardimp ar predoù asambles. C’hoarioù braz, beilhadegoù ha c’hoarzhiñ leizh hon veg a vo great ganeomp e-pad ar vakansoù !

24 plas -285 €

Sport ha vakañsoù, gant Ti ar C’hoadoù!

Evit enskrivañ ur bugel eo aes-tre.Pellgargit ha leuniit
- ar fichenn enskrivañ
- ar fichenn yec’hed
- aotre ar gerent
ha kasit anezhe deomp gant ur chekenn arrez a 100 euro

Ti ar C’hoadoù
5 Hent an dachenn sport
22160 La Chapelle-Neuve